Kartenn etreoberiat Kurdistan

mercredi 1er juin 2016
par  Amitiés kurdes de Bretagne

[français] [brezhoneg] [English]


Gwelet e skramm leun

Ingal e labourer war ar gartenn-mañ. Savet eo diwar enklaskoù e mammennoù a c’haller fiziout enno. Hizivaet e vez div pe deir gwech ar sizhun, diouzh ezhomm, hervez an titouroù douaroniel a resever war an taolioù brezel. Gallout a reer mont warni war-eeun dre an ivinell « Kartenn Kurdistan » el laez a-gleiz d’al lec’hienn. Meneget eo an hizivadennoù en istitloù hag embannet ingal war ar gont Twitter @AmKurBret. Trugarez da : @Syria_Rebel_Obs ; @Kobane_YPG ; @MarkMonmonier ; @DefenseUnits ; @deSyracuse ; @ChuckPfarrer ; @anfenglish ; @jackshahine ; @comcen76 ; @_paulo34 ; @ColdKurd ; @Avashin ; @sylezjusz

Ur gartenn dinamek klokaet alies eo. A-wechoù e c’hall ar gartenn bezañ diaes da lenn pa vez izel live ar zoum (« + / - » el laez a-gleiz), kement a ditouroù a gaver warni bremañ. D’ar mare-se, klikit war « Alc’hwez » en traoñ a-zehoù evit gallout gwelet roll ar c’halkoù ha dibab ar strolladoù roadennoù da virout.

Diskouez a ra ar gartenn-mañ stad an traoù. N’eo ket kronologel : diskouez a ra da gentañ-penn roadennoù stabil (kalkoù 1 ha 3) pe a emdro nebeut (kalkoù 2 ha 4). Er c’halkoù a-us da 5 e verker roadennoù stank-kenañ ha cheñch-dicheñch. Diellaouet eo an darvoudoù koshoc’h eget 21 deiz war kalkoù disheñvel a viz da viz (kalkoù 9...). Gallout a reer koulskoude kaout ur sell kronologel : er prenestr « Alc’hwez » klikit el laez war « Gwelet ar roadennoù » ha dibunit ar c’halkoù. En urzh kronologel emañ renket darvoudoù ar c’halkoù 4 ha 9.

Alc’hwez

Trugarez da LJ evit an treiñ.


Notenn : kement taol-arnod evit kartennaouiñ Kurdistan a rank c’hoari gant mammennoù disheñvel, evel an dek kartenn bennak eus Kurdistan bet savet gant holl gostezennoù al luskad broadel kurd, kartennoù an etnoyezhoniourien, ha kement zo. Er munudoù, evit ar gartenn-mañ, evit ar mare :
- en Iraq e verk an tiredoù an takad kontrollet gant ar GRK (KRG?) (Gouarnamant Rannvroel Kurdistan) a-raok tagadenn an SI (Stad Islamour), peurrest an takad melen a ziskouez an tiriadoù sellet gant ar Gurded evel tiriadoù kurd dreist-holl. Meyda Defence Zone (Takad difenn Meyda) an HPG? a gaver e ruz sklaer ;
- en Iran ez eus bet labouret gant an takadiñ boas, o toujañ d’ar bevennoù melestradurel ;
- e Turkia e tiskouez an harzoù ruz ur preder talvoudus war ar pezh a c’hallfe bezañ bevennoù ar c’hantonioù. Diskouezet eo argadoù Turkia gant an arouez turk, skoadennoù ar polis gant logo ar polis, an aervombezadegoù gant kokardenn an aerlu ha merket eo an takadoù berzet (ZTS) gant panell durk an takadoù berzet ;
- evit Rojava? emañ diskouezet astenn brasañ tiriad an tri c’hanton a-raok donedigezh an SI (2013). Gant se, n’eo ar bevennoù-mañ nemet bevennoù da c’hortoz penn-da-benn betek ma vo savet gant ar Gurded o-unan ur gartenn bolitikel klok eus Qamishlo da Afrin. Kement ha kelaouiñ ac’hanoc’h, divizet hon eus merkañ (e gwer sklaeroc’h) an tiriad lec’hiet etre ar c’hantonioù. Poblet eo gant Kurded evit ar pep brasañ nemet en deus gouzañvet politikerezhioù dilec’hiañ etnel abaoe deroù ar brezel ha chomet eo distag diouzh an tri c’hanton dieub.


Navigation

Articles de la rubrique

Agenda

<<

2017

 

<<

Mai

 

Aujourd’hui

LuMaMeJeVeSaDi
1234567
891011121314
15161718192021
22232425262728
2930311234
Aucun évènement à venir les 6 prochains mois

Statistiques

Dernière mise à jour

dimanche 21 mai 2017

Publication

1090 Articles
Aucun album photo
72 Brèves
24 Sites Web
16 Auteurs

Visites

86 aujourd’hui
557 hier
758825 depuis le début
12 visiteurs actuellement connectés