Open the border

Teulfilm 52 mn - Seveniñ Mikael Baudu
vendredi 31 mars 2017
par  Amitiés kurdes de Bretagne

[brezhoneg] [français]


« Open the Border » a vo rak-skignet e Penn-ar-Bed :
- er sinema Les Studios e Brest d’al lun 3 a viz Ebrel da 6 eur g.m. (gant kevelerezh kevrenn Brest Kevre Gwirioù Mab-den)
- e mediaoueg Douarnenez d’ar 5 a viz Ebrel da 8 eur noz (gant kevelerezh Festival Sinema Douarnenez)
- e Sant Kadou d’ar 7a viz Ebrel da 8 eur noz

Miz C’hwevrer 2016. Evit an dekvet gwech e klask Saif, Seve ha Tarik treuziñ mor Ege. Ar wech-mañ e vo an hini mat. Ur sizhun goude e tegouezhont en Idomeni war an harzoù etre Bro-C’hres ha Makedonia. 14 000 repuad zo berniet aze dindan teltennoù dister en desped d’ ar glav hag er yenijenn. Torret eo o huñvre en Europa gant ar gwirvoud kalet. E-pad mizioù e rankint bevañ er stuz diasur-se kalonekaet gant ur youl dir : tremen en tu-hont d’an harzoù. Aze ’mañ e-tal kichen a-dreñv renkennadoù orjal dreinek. Gwelet o deus ar Yezidied yaouank o buhez cheñch penn da benn pa voe taget o c’hêriadenn gant Daesh e Miz Eost 2014. N’o deus mui nemet ur pal abaoe : mont da gaout Bro-Alamagn evit kregiñ eno gant ur vuhez nevez, pell diouzh lec’hioù al lazhadeg he deus skoet o fobl, o c’herent, o mignoned. Staget int gant ur veaj dañjerus, o vevañ en ur stad mantrus, o tremen alies e-kichen ar marv, o kavet war o hent ar pep gwellañ hag ar pep gwashañ, brokusted an dud a-youl-vat ha c’hoantegezh an drafikerien.

Ha treiñ a ray o huñvre europat da wir tra m’emañ ar Stadoù o klozañ o harzoù ?

Seveniñ : Mikael Baudu - Kamera : Arno Vannier
Kenbroduet gant Gwengolo, Filmoù France 3 Bretagne, Tébéo, Tébésud, TVR, Brezhoweb


Agenda

<<

2017

 

<<

Juillet

 

Aujourd’hui

LuMaMeJeVeSaDi
262728293012
3456789
10111213141516
17181920212223
24252627282930
31123456
Aucun évènement à venir les 6 prochains mois

Brèves

16 septembre 2015 - 24/09/15 à Kervignac : avant-première de « Kurdistan, Huñvreal an Nevez-amzer », documentaire sur le Kurdistan

Jeudi 24 septembre à 20 h 30 à la médiathèque de Kervignac (56)
Dans le cadre du Festival de (...)

Statistiques

Dernière mise à jour

mercredi 12 juillet 2017

Publication

1105 Articles
Aucun album photo
73 Brèves
25 Sites Web
18 Auteurs

Visites

79 aujourd’hui
423 hier
789908 depuis le début
14 visiteurs actuellement connectés