Merzherien rezistañs Afrin

dimanche 18 février 2018
par  Amitiés kurdes de Bretagne

Le communiqué en anglais du commandement général des YPG? annonçant la mort de trois volontaires internationaux, dont Kendal Breizh, a été publié ce matin sur son site. RojInfo a traduit ce communiqué en langue française. Vous en trouverez ici la traduction en langue bretonne, en hommage à Kendal, qui était brittophone.

Merzherien rezistañs Afrin

Hor c’hamaladed Kendal Breizh ha Baran Galicia, daou eus hor stourmerien etrebroadelour hag o doa kemeret o flas e penn ar rezistañs istorel a-enep tagadennoù faskour lu-aloubiñ Turkia ha bagadoù feuls liammet gantañ e Kanton Afrin, a zo kouezhet evel merzherien e-pad un argad gant an alouberien war talbenn Jinderise d’an 10 a viz C’hwevrer.

Kemeret o deus perzh hor c’hamaladed Baran ha Kendal er stourm evit bezañ skoaz-ouzh-skoaz gant ar bobl d’ar mare m’eo bet taget dispac’h poblek Rojava ha Siria an Hanternoz, savet gant gwad ha labour, gant nerzhioù aloubiñ kilstourmer. Mennet e oant da wareziñ an dispac’h hag e c’hounidoù kousto pe gousto, betek mervel. Ar gamaladed-mañ o deus graet o lod er rezistañs dispar douget gant hon emgann en anv dinded Mad-den er Reter-Kreiz. Deuet int da vezañ simboloù eus ar spered dispac’h etrebroadel hag eus ar stourm evit an demokratelezh er Reter-Kreiz. Deuet e oa ar gamaladed Baran ha Kendal eus miliadoù a gilometradoù, Bro-Frañs ha Bro-Spagn, evit kemer perzh er stourm a-enep barbariezh ar Stad islamour (SI) e Rojava. Prouet o deus e oant gouestlet d’ar stourm ha d’an talvoudoù sokialour hollvedel betek o mareoù diwezhañ.

Ar C’hamalad Kendal a oa deuet da Gurdistan eus Breizh (Frañs) hag ar C’hamalad Baran eus Galisia (Bro-Spagn). Emezelet o doa e Bagadoù Gwareziñ ar Bobl (YPG?) en hañv 2017 ha stourmet o deus evit gwir a-enep kilstourm ar SI. An daou gamalad-mañ o deus stourmet a-zevri evit dieubiñ tachadoù pennañ ar SI, kêrioù Raqqa ha Deir ez-Zor dreist-holl, ha dalc’het o deus da gemer perzh er brezel a zo padet mizioù. D’an 20 a viz Genver, pa oa bet kroget da aloubiñ Kanton Afrin gant lu Turkia asambles gant aozadurioù spont djihadour e-giz al-Nusra hag ar SI o doa divizet mont er rannvro-se gant meur a vignon etrebroadelour. Mennet e oant da gemer perzh er stourm evit Mab-den en Afrin a-enep nerzhioù-aloubiñ barbar. Talet o deus hor c’hamaladed Baran ha Kendal ouzh ar strolladoù-spont o deus ar memes spered ha doareoù dizenel hag ar SI, e-giz m’o doa graet e Raqqa ha Deir ez-Zor. Ar strollad salafour SI hag e gevredad al Qaeda, bet skoazellet ha renet gant renad faskour an AKP e Turkia, a zo unan eus ar gourdrouzoù brasañ a c’hell bezañ, n’eo ket hepken evit re Rojava ha Siria an Hanternoz met d’ar memes koulz evit talvoudoù ar sokialouriezh demokratel, ar c’hevredigezhioù araokour hag an denelezh a-bezh. O kemer perzh er stourm a-enep an nerzhioù-se, hor c’hamaladed o deus gwarezet kestalad ha talvoudoù an demokratelezh, an ekologiezh hag ur gevredigezh ma ve dieubet ar merc’hed. Kendrec’het e oa hor c’hamaladed e oa eus ar c’hestalad-mañ un talvoud hollvedel hag ar spi nemetañ evit dazont ar Reter-Kreiz. Kavet ez eus bet ur ster pleustrek e buhez an daou gamalad d’ar bennaenn « kompren hep ober ne dalvez mann » a zo diazez hon doare da welet ar stourm ha prederouriezh hor buhez. E-lec’h gortoz e vefe douget gant tud all ar pezh a gomprenent ez int bet atebek, o tiskouez un emzalc’h kalonek evel dispac’hourien etrebroadelour.

Ar C’hamalad Baran Sason eus an Izelvroioù a zo kouezhet evel merzher pa oa o stourm a-enep ar SI e Deir ez-Zor.

Evel ul lodenn eus hon engouestl a-du gant strivoù hor c’hamaladed hag evel un dezverk istor hor stourm, touiñ a reomp dougen emgann hor c’hamaladed Kendal ha Baran betek ma vo skarzhet eus ar rannvro duder strolladoù IS hag al Qaeda harpet gant Turkia. En ur zougen bri d’hor c’hamaladed Baran ha Kendal, e embannont adarre hon doujañs hag hon anaoudegezh-vat da holl merzherien etrebroadelour hor stourm. Kinnig a reomp hor gwellañ gourc’hemennoù a gengañv da familhoù hor merzherien, d’ar re a garent ha d’an holl dud araokaour.

Abred pe ziwezhat e teuio an trec’h gant ar re a stourm !

Setu identelezh hor merzherien :

Anv-bihan Anv : Samuel Prada Leon
Anv brezel : Baran Galicia
Deiziad/lec’h ganedigezh : Ourense, 1993
Deiziad/lec’h merzherinti : 10 a viz C’hwevrer 2018, Afrin

Anv-bihan Anv : Olivier François Jean Le Clainche
Anv brezel : Kendal Breizh
Deiziad/lec’h ganedigezh : Malastred, 1977
Deiziad/lec’h merzherinti : 10 a viz C’hwevrer 2018, Afrin

Anv-bihan Anv : Sjoerd Heeger
Anv brezel : Baran Sason
Deiziad/lec’h ganedigezh : Izelvroioù, 1993
Deiziad/lec’h merzherinti : 12 a viz C’hwevrer 2018, Deir ez-Zor

YPG Press Office | 18 a viz C’hwevrer 2018


Trugarez vras da O. evit ar reizhadennoù.


Agenda

<<

2018

 

<<

Août

 

Aujourd’hui

LuMaMeJeVeSaDi
303112345
6789101112
13141516171819
20212223242526
272829303112
Aucun évènement à venir les 6 prochains mois

Sur le Web

Statistiques

Dernière mise à jour

dimanche 21 janvier 2018

Publication

1206 Articles
Aucun album photo
121 Brèves
24 Sites Web
21 Auteurs

Visites

104 aujourd’hui
452 hier
1039892 depuis le début
7 visiteurs actuellement connectés