Kartenn etreoberiat Kurdistan

Ingal e labourer war ar gartenn-mañ. Savet eo diwar enklaskoù e mammennoù a c’haller fiziout enno. Hizivaet e vez div pe deir gwech ar sizhun, diouzh ezhomm, hervez an titouroù douaroniel a resever war an taolioù brezel. Gallout a reer mont warni war-eeun dre an ivinell «Kartenn Kurdistan» el laez a-zehoù d’al lec’hienn. Meneget eo an hizivadennoù en istitloù hag embannet ingal war ar gont Twitter @AmKurBret. Trugarez da : @Syria_Rebel_Obs ; @Kobane_YPG ; @MarkMonmonier ; @DefenseUnits ; @deSyracuse ; @ChuckPfarrer ; @anfenglish ; @jackshahine ; @comcen76 ; @_paulo34 ; @ColdKurd ; @Avashin ; @sylezjusz

Ur gartenn dinamek klokaet alies eo. A-wechoù e c’hall ar gartenn bezañ diaes da lenn pa vez izel live ar zoum («+ / -» el laez a-gleiz), kement a ditouroù a gaver warni bremañ. D’ar mare-se, klikit war «Alc’hwez» en traoñ a-zehoù evit gallout gwelet roll ar c’halkoù ha dibab ar strolladoù roadennoù da virout.

Diskouez a ra ar gartenn-mañ stad an traoù. N’eo ket kronologel : diskouez a ra da gentañ-penn roadennoù stabil (kalkoù 1 ha 3) pe a emdro nebeut (kalkoù 2 ha 4). Er c’halkoù a-us da 5 e verker roadennoù stank-kenañ ha cheñch-dicheñch. Diellaouet eo an darvoudoù koshoc’h eget 21 deiz war kalkoù disheñvel a viz da viz (kalkoù 9…). Gallout a reer koulskoude kaout ur sell kronologel : er prenestr «Alc’hwez» klikit el laez war «Gwelet ar roadennoù» ha dibunit ar c’halkoù. En urzh kronologel emañ renket darvoudoù ar c’halkoù 4 ha 9.

Trugarez da LJ evit an treiñ.