Open the border

« Open the Border » a vo rak-skignet e Penn-ar-Bed :
– er sinema Les Studios e Brest d’al lun 3 a viz Ebrel da 6 eur g.m. (gant kevelerezh kevrenn Brest Kevre Gwirioù Mab-den)
– e mediaoueg Douarnenez d’ar 5 a viz Ebrel da 8 eur noz (gant kevelerezh Festival Sinema Douarnenez)
– e Sant Kadou d’ar 7a viz Ebrel da 8 eur noz

Miz C’hwevrer 2016. Evit an dekvet gwech e klask Saif, Seve ha Tarik treuziñ mor Ege. Ar wech-mañ e vo an hini mat. Ur sizhun goude e tegouezhont en Idomeni war an harzoù etre Bro-C’hres ha Makedonia. 14 000 repuad zo berniet aze dindan teltennoù dister en desped d’ ar glav hag er yenijenn. Torret eo o huñvre en Europa gant ar gwirvoud kalet. E-pad mizioù e rankint bevañ er stuz diasur-se kalonekaet gant ur youl dir : tremen en tu-hont d’an harzoù. Aze ‘mañ e-tal kichen a-dreñv renkennadoù orjal dreinek. Gwelet o deus ar Yezidied yaouank o buhez cheñch penn da benn pa voe taget o c’hêriadenn gant Daesh e Miz Eost 2014. N’o deus mui nemet ur pal abaoe : mont da gaout Bro-Alamagn evit kregiñ eno gant ur vuhez nevez, pell diouzh lec’hioù al lazhadeg he deus skoet o fobl, o c’herent, o mignoned. Staget int gant ur veaj dañjerus, o vevañ en ur stad mantrus, o tremen alies e-kichen ar marv, o kavet war o hent ar pep gwellañ hag ar pep gwashañ, brokusted an dud a-youl-vat ha c’hoantegezh an drafikerien.

Ha treiñ a ray o huñvre europat da wir tra m’emañ ar Stadoù o klozañ o harzoù ?

Seveniñ : Mikael Baudu – Kamera : Arno Vannier
Kenbroduet gant Gwengolo, Filmoù France 3 Bretagne, Tébéo, Tébésud, TVR, Brezhoweb