kurdistan_reve_de_printempsweb.jpg

An teulfilm “Kurdistan, Huñvreal an Nevez-amzer” war France 3 Breizh d’ar 25 a viz Here da 10e55

Kurdistan, Huñvreal an Nevez-amzer Rakskignañ D’ar Sadorn 17 a viz Here da 11e, sinema an Arvor, Roazhon D’al Lun 19 a viz Here da 6e GM, sinema Les Studios, Brest Teulfilm 52 mn – Sevenet gant Mikael Baudu – Kenbroduet gant Gwengolo Filmoù ha France 3 Breizh Ur road movie a gas ac’hanomp da heul Gael le Ny, ul luc’hskeudenner ezel eus Keneildedoù Kurd Breizh. D’e heul hag e gamaladed e kroger gant ur c’hest evit dizoloiñ ar Gurded en o stourm evit ijinañ an demokratelezh en o bro. Loc’hañ a reer eus Diyarbakir, kêr-benn Kurdistan Turkia, ur vro a […]