Skignañ ar film “I am the revolution” ha taol-grenn d’an 10/03

E sinema Arvor Roazhon (11 straed Kastellan) d’an 10 a viz Meurzh 2022

20e15 : I am the revolution, ur film gant Benedetta Argentieri (VOSTFR)

Tri foltred maouezed o stourm e Reter-kreiz : Selay Ghaffar, Rojda Felat et Yanar Mohammed. Daoust d’o stourm a-enep skoilhioù a seblant spontus e chom ar maouezed-se harpus, kalonek ha kendruezus.… Lire la suite

Devezh kelaouiñ diwar-benn dispac’h ar Gurded hag enoriñ Kendal Breizh d’an 10 a viz Meurzh e Karaez

Kendal Breizh a oa anv brezel ar stourmer etrevroadel Olivier L., liberter ha dispac’hour breizhad aet da emezeliñ en hañvezh 2017 da nerzhioù kurd ar Rojava a-benn stourm gante enep ar Stad islamour e Raqqa ha Deir-ez-Zor.

Mennozhioù liberter ha dispac’hour Kendal Breizh o doa sachet e evezh war skiant-prenet politikel ar Rojava ha bountet anezhañ d’en em engajiñ e-mesk an nerzhioù kurd hag o c’hevredidi (Arabed, Yezidied…).… Lire la suite