“Open the border”, film nevez Mikael Baudu, skignet e salioù ha war France 3

Posted Posted in Filmoù, Open the border

Miz C’hwevrer 2016. Evit an dekvet gwech e klask Saif, Seve ha Tarik treuziñ mor Ege. Ar wech-mañ e vo an hini mat. Ur sizhun goude e tegouezhont en Idomeni war an harzoù etre Bro-C’hres ha Makedonia. 14 000 repuad zo berniet aze dindan teltennoù dister en desped d’ ar glav hag er yenijenn. Torret eo o huñvre en Europa gant ar gwirvoud kalet.… Lire la suite

Teulfilm “Kurdistan, Huñvreal an Nevez-Amzer” er Cinéville La Garenne e Gwened d’ar Merc’her 15 a viz Meurzh da 8e30

Posted Posted in Filmoù, Kurdistan, Huñvreal an Nevez-amzer

Emgav-divizout gant ar sevener Mikael BAUDU da heul.

Film e yezhoù a-orin (brezhoneg, kurdeg, arabeg, turkeg) istitlet e galleg .

Ur road movie a gas ac’hanomp da heul Gael le Ny, ul luc’hskeudenner ezel eus Keneildedoù kurd Breizh. D’e heul hag e gamaladed e kroger gant ur c’hest evit dizoloiñ ar Gurded en o stourm evit ijinañ an demokratelezh en o bro.… Lire la suite

kurdistan_reve_de_printempsweb.jpg

An teulfilm “Kurdistan, Huñvreal an Nevez-amzer” war France 3 Breizh d’ar 25 a viz Here da 10e55

Posted Posted in Filmoù, Kurdistan, Huñvreal an Nevez-amzer

kurdistan_reve_de_printempsweb.jpgKurdistan, Huñvreal an Nevez-amzer

Rakskignañ

D’ar Sadorn 17 a viz Here da 11e, sinema an Arvor, Roazhon

D’al Lun 19 a viz Here da 6e GM, sinema Les Studios, Brest

Teulfilm 52 mn – Sevenet gant Mikael Baudu – Kenbroduet gant Gwengolo Filmoù ha France 3 Breizh

Ur road movie a gas ac’hanomp da heul Gael le Ny, ul luc’hskeudenner ezel eus Keneildedoù Kurd Breizh.… Lire la suite