Devezh kelaouiñ diwar-benn dispac’h ar Gurded hag enoriñ Kendal Breizh d’an 10 a viz Meurzh e Karaez

Kendal Breizh a oa anv brezel ar stourmer etrevroadel Olivier L., liberter ha dispac’hour breizhad aet da emezeliñ en hañvezh 2017 da nerzhioù kurd ar Rojava a-benn stourm gante enep ar Stad islamour e Raqqa ha Deir-ez-Zor. Mennozhioù liberter ha dispac’hour Kendal Breizh o doa sachet e evezh war skiant-prenet politikel ar Rojava ha bountet anezhañ d’en em engajiñ e-mesk an nerzhioù kurd hag o c’hevredidi (Arabed, Yezidied…). Evelto e soñje diwar-benn ar mennozhioù enepimpalaerour, enebfaskour, eneprevelour, ekologour hag evit ur gumunouriezh liberter, a zoujfe ouzh gwir kement pobl da vestroniañ he dazont. Goude bezañ kemeret perzh e dieubidigezh Raqqa […]