“Open the border”, film nevez Mikael Baudu, skignet e salioù ha war France 3

Miz C’hwevrer 2016. Evit an dekvet gwech e klask Saif, Seve ha Tarik treuziñ mor Ege. Ar wech-mañ e vo an hini mat. Ur sizhun goude e tegouezhont en Idomeni war an harzoù etre Bro-C’hres ha Makedonia. 14 000 repuad zo berniet aze dindan teltennoù dister en desped d’ ar glav hag er yenijenn. Torret eo o huñvre en Europa gant ar gwirvoud kalet. E-pad mizioù e rankint bevañ er stuz diasur-se kalonekaet gant ur youl dir : tremen en tu-hont d’an harzoù. Aze ’mañ e-tal kichen a-dreñv renkennadoù orjal dreinek. Gwelet o deus ar Yezidied yaouank o buhez cheñch […]

Teulfilm “Kurdistan, Huñvreal an Nevez-Amzer” er Cinéville La Garenne e Gwened d’ar Merc’her 15 a viz Meurzh da 8e30

Emgav-divizout gant ar sevener Mikael BAUDU da heul. Film e yezhoù a-orin (brezhoneg, kurdeg, arabeg, turkeg) istitlet e galleg . Ur road movie a gas ac’hanomp da heul Gael le Ny, ul luc’hskeudenner ezel eus Keneildedoù kurd Breizh. D’e heul hag e gamaladed e kroger gant ur c’hest evit dizoloiñ ar Gurded en o stourm evit ijinañ an demokratelezh en o bro. Bannañ aozet get “Brezhoneg e Gwened” e kevelerezh get ar sinema Cinéville La Garenne e-kerzh Mizvezh ar Brezhoneg, gant bezañs ar sevener. Diviz goude ar film e brezhoneg (troet war ar prim gant dafar jubenniñ) hag e galleg. […]