“Open the border”, film nevez Mikael Baudu, skignet e salioù ha war France 3

Miz C’hwevrer 2016. Evit an dekvet gwech e klask Saif, Seve ha Tarik treuziñ mor Ege. Ar wech-mañ e vo an hini mat. Ur sizhun goude e tegouezhont en Idomeni war an harzoù etre Bro-C’hres ha Makedonia. 14 000 repuad zo berniet aze dindan teltennoù dister en desped d’ ar glav hag er yenijenn. Torret eo o huñvre en Europa gant ar gwirvoud kalet. E-pad mizioù e rankint bevañ er stuz diasur-se kalonekaet gant ur youl dir : tremen en tu-hont d’an harzoù. Aze ’mañ e-tal kichen a-dreñv renkennadoù orjal dreinek. Gwelet o deus ar Yezidied yaouank o buhez cheñch penn da benn pa voe taget o c’hêriadenn gant Daesh e Miz Eost 2014. N’o deus mui nemet ur pal abaoe : mont da gaout Bro-Alamagn evit kregiñ eno gant ur vuhez nevez, pell diouzh lec’hioù al lazhadeg he deus skoet o fobl, o c’herent, o mignoned. Staget int gant ur veaj dañjerus, o vevañ en ur stad mantrus, o tremen alies e-kichen ar marv, o kavet war o hent ar pep gwellañ hag ar pep gwashañ, brokusted an dud a-youl-vat ha c’hoantegezh an drafikerien.

Ha treiñ a ray o huñvre europat da wir tra m’emañ ar Stadoù o klozañ o harzoù ?

Seveniñ : Mikael Baudu – Kamera : Arno Vannier
Kenbroduet gant Gwengolo, Filmoù France 3 Bretagne, Tébéo, Tébésud, TVR, Brezhoweb

Skignet war France 3 Breizh d’an 21 a viz Here da 11 e e Bali Breizh.

Er salioù :

20/10 8 e gm Besançon Le Scènacle 6,rue de la Vieille monnaie
21/10 6 e gm Lanniliz Sal La Nuit de noces
22/10   Mâcon  
05/11 3 e gm Plouvian La Forge
06/11 8 e30 gm Gwengamp Sinema les Baladins
06/11 8 e30 gm Lechiagad sal Kroaz Malo
10/11 8 e gm Plougastell-Daoulaz mediaoueg Anjela Duval
15/11 8 e30 gm Kawan Ti ar Vro
18/11 10 e Plouzane Kreizenn sevenadurel
24/11 8 e30 gm Skaer egorenn Youenn Gwernig
26/11 4 e gm Nevez Sal ar Gouelioù
01/12 8 e30 gm Roazhon MIR, 7 kae Chateaubriand

Kurdistan, Huñvreal an Nevez-Amzer a vo skignet ivez e Besançon d’an 22 a viz Here da 5 e gm, sal Proudhon.